Ar mammennoù dre gomz o reiñ harp d'an Istor
Dimerc’her oa bet aozet ur c’hollok war Gampuz Kêryann, e Roazhon 2 : Broioù Keltiek hag Afrika ar C'hreisteiz : mammennoù dre gomz an istor. An devezh-studi kentañ aozet gant CELTIC-BLM, asambles gant Tempora, laboratouar an istorourien. Un devezh lakaet war droad e stern an DEC, an Diplom studioù keltiek. CELTIC-BLM zo ul labourva nevez krouet e skol-veur Roazhon 2, da vodañ ar re a ra war-dro d'ar brezhoneg hag d'ar yezhoù minorelaet. Graet 'neva berzh an devezh-se peogwir e oa deuet ouzhpenn kant a dud da selaou ar prezegennoù. Pennad-kaoz gant Éamon Ó Ciosáin, kelenner war ar brezhoneg hag ar galleg e skol-veur broadel Iwerzhon Maynooth ha Cedric Choplin, mestr prezeger e skol-veur Roazhon hag ezel eus CELTIC BLM. Hemañ a zispleg deomp petra oa an ere etre Breizh hag Afrika en deiz-se evit pezh sell ar mammennoù dre gomz da harpañ an Istor.
Pennad-kaoz gant Anton Burel