Pabu : Kazi 18 miz o c'hortoz ul levrig familh divyezhek
Taliesin zo bet ganet en ospital Gwengamp, staliet war gumun Pabu. Hag abaoe kazi triwec'h miz emañ e dud Anna al Lae ha Tudwal Girard o c'hortoz ur respont d'o goulenn levrig familh divyezhek brezhoneg-galleg. Met nevez zo eo bet nac'het o goulenn gant kêr Pabu. Un tamm trouz zo bet graet gante ar sizhun-mañ dre ar rouedadoù sokial hag ar mediaoù ken eo deuet ar gumun war he soñj... Pennad-kaoz gant Anna al Lae ha Gwilhom Morin deus Ofis Publik ar Brezhoneg.
A-benn ar fin en deus Pierre Saliou, maer Pabu, kemeret ar gaoz dimeurzh goude kreisteiz. « Me zo maer abaoe 2001, emezañ, hag eo ar wech kentañ e vez graet ur seurt goulenn diouzhimp ». Gouez dezhañ e koust ker lakaat ober levrigoù familh divyezhek evit ur gumun vihan evel Pabu. Met ugent skouerenn a vo moullet memestra. Hag e vo kaset unan prim-ha-prim d'ar familh he deus graet ar goulenn...