àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Breizh au Galo" : ur festival evit div yezh ar vro !

"Breizh au Galo" : ur festival evit div yezh ar vro !

Lidet ‘vo ar gallaoueg hag ar brezhoneg an dibenn-suhun-mañ ! A-benn disadorn ‘vo dalc’het fest Breizh au Galo e Pleuwigner. Aozet eo get ar gevredigezh Plijadur Cantë Nouz. Geti vez aozet darvoudoù sevennadurel get ar pal lakaat àr wel an div yezh ag ar vro… Festival« Breizh au Galo » vo dalc’het e fin ar suhun-neuzen… Dre ganaouennoù ema moian d’an dud klevout brezhoneg ha galaoueg a-drugarez d’ar gevredigezh neuzen… Selaomp Bruno ar Berr, kenbrizidant Plijadur Cantë Nouz. Displegañ a ra deomp penaos a rant evit tolpañ asam ar gallaoueg hag ar brezhoneg…

Muioc’h a ditouroù ar ar festival Breizh au galo àr pajnn facebook Plijadur Cantë Nouz pe àr lec’hienn internet Ti douar Alre. AR valeadenn a grogay da bemp eur disadorn !

 

 

Un atersadenn gant Yuna Kojan. 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio