Devezhioù Ekologourien Breizh a voe e Brest e fin ar sizhun dremenet
Bodet’ oa ekologourien Breizh e Brest an dibenn-sizhun-mañ. Un emvod aozet gant strollad Europa ekologiezh ar re c’hlas. Daou zevezh labour a oa, gant atalieroù a bep-seurt. Labouret o deus an ekologourien war ur « manifest » ivez, gant ar pal goulenn groñs araokadennoù keñver dalc’hoù an hin.
E mesk ar sujedoù a-bouez lakaet war an daol oa an energiezh, pe c'hoazh al labour-douar…
Pauline Daniel, eus Arvorig FM, oa war ar plas, e Brest. Aterset he doa Olwen Denez ha Glenn Dissaux, izili strollad ar re C'hlaz.