OPAB : le breton, on l'aime, on le partage
Lañset eo bet koulzad nevez Ofis Publik ar Brezhoneg gant skritelloù nevez diwar ar gêr stur "le breton, on l’aime, on le partage". Choazet eo bet an tem-mañ gant tud an Ofis diwar disoc’hoù ar sontadeg TMO Rannvro a ziskouez eo stag ar Vretoned ouzh ar brezhoneg, pevar ugent dre gant dionte bepred. Un drederenn anezhe a embann e karfent goût brezhoneg pe c'hoazh o deus kuñv pa n'ouveont ket brezhoneg. C’hoari a ra ar skritell neuze gant c’hoant ar Vretoned da adperc’hennañ o yezh. A-hend-alle mañ bed ar vrezhonegerien o cheñch, ha dreist-holl eo o lec'hioù bevañ a zo o cheñch, eme Fulup Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg, bet aterset gant Anton Burel.