Keleier ar vro d'ar gwener 23 a viz Gwengolo - 7e30 beure
10 vloaz Bretagne Culture Diversité (BCD) lidet en dibenn-sizhun-mañ ba Pondi
Tudi Kernalegenn, rener ar gevredigezh, goulennataet gant Yuna Kojan AMAÑ.
Ar festival Play it again !
Filmoù "kult" diskouezet ba salioù du ar vro betek ar 27 a viz Gwengolo. Pennad-kaoz gant Fulup Gwern, kenbrezidant La Belle Equipe, sinema an argoad ba Kallag, ouzh mikro Tomaz Laken, da selaou AMAÑ.
Da glevout ouzhpenn :
- Manifestadegoù en Iran blam da varv Mahsa Amini
- Referendomoù en Ukren er rannvroioù dindan dalc'h
- Manifestadegoù er vro gant tud ar yec'hed hag ar sokial (500 a dud e Karaez)
- Lid-digoriñ parkad tourioù-avel war vor Sant-Nazer
- Kondaonet eo da vat Jean Chéritel e-barzh an afer tromplerezh war orin tomatez gwerzhet gantañ
- Imor zo e c'hoarierezed ar Brest Breizh Hand (gant Erwan Blanchard)