Begerel, kumun al levrioù a vez graet anezhi!
E Hanternoz Roazhon e c’heller kavout kêr al levrioù, lezanv ar barroz Begerel. Du-se vez kavet bern levrdi eil dorn, tiez embann, hag atalieroù adnevesaat levrioù. Tañs ha tañs vez aozet darvoudoù ispisial evit degemer tud er barroz. E mesk al levrdioù, levrdi an tour-meur zo anveet mat gant brezhonegerien ar vro, kavet e vez levrioù vrezhonek kozh. Maiwenn zo levrierez du-hont. Emañ gant Anton Burel.