Sizhunvezh european an transportoù alternativel
Degas c'hoant da annezidi tolpad kêrioù Landerne-Daoulaz cheñch o modoù da vont ha dont... Divizet 'neus servijoù Kumuniezh tolpad kêrioù Landerne-Daoulaz bout perzh 'ba sizhunvezh european an transportoù alternativel, kement hag ober nebeutoc'h gant an otoioù. Komanset eo e kreiz ar sizhun dremenet hag e yaio beket diriaou da dont... Ha ma ya an tolpad gant an hent se eo peogwir eo deuet an transportoù, ar modoù da vont ha dont, unan eus barregezhioù an ensavadur lec'hel. Kroet 'zo bet ul linenn bus nevez etre Landerne ha Daoulaz. Hag a hed ar sizhun ispisial mañ e c'hall an nen mont digoust gant ar Bus etre an div gêr da eseañ an transportoù foran... Liammet eo politikerezh nevez tolpad Landerne-Daoulaz gant ar cheñchamantoù hin ha kresk priz an energiezhioù.
Enora Coat 'zo e karg eus ar modoù da vont ha dont 'ba tolpad kêrioù.Hag ar sizhun mañ emañ servijoù an tolpad kêrioù o staliañ stassionoù Ti Velo. C'hwec'h anezho 'vo prest 'benn nebeut tre... Dre se 'no tud Landerne hag he bro muioc'h a veloioù tredan da feurmiñ.
Un atersadenn gant Erwan Blanchard.