àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar yaou 15 a viz Gwengolo 2022, da 8e30

Keleier ar vro d'ar yaou 15 a viz Gwengolo 2022, da 8e30

Ur skipailh Plabennekiz 'neus lakaet 'ba e soñj prenañ ur c'hastell...

Gwenole Breton asambles gant tud "Un chato à Plab", a glasko prenañ kastell Leuc'han a-benn ar 4 a viz Here da zigarez ur gwerzh deus ar c'hresk. Selaouit anezhañ AMAÑ.

Un atersadenn gant Erwan Blanchard.

 

Kreizenn ar Geriaouiñ : sevel termenoù nevez e brezhoneg

Lukian gKergoat, prezidant Kreizenn ar Geriaouiñ, a zispleg penaos 'n eus graet da sevel rolloù termenoù evit ar skolioù Diwan, AMAÑ.

Un atersadenn gant Tunvezh wGwlagen-Grandjean.

 

Ha da vezañ klevet c'hoazh er c'heleier-mañ :

 

- Kondaonet eo bet bro C'hall gant Lez Europa Gwirioù Bugel-den, evit bezaén laosket maouezet hag o bugale e kampoù Siria.

- E Maiota zo hiriv un devezh "enez varv"

- Ne vo ket soutenet kement ken prizioù an energiezhioù gant ar Stad c'hall.

- Stanket eo bro Haitia gant manifestadegoù, goude ma zo bet embannet gant ar gouarnamant ne vo ket subvaénsionet an eoul-tan ken.

- Ar "Pass Karbon Izel", ur benveg da sikour al labourerein-douar da zigreskiñ ar c'hementadoù gaz efed-ti-gwer produet ganto.

 

Keleier kinniget gant Tunvezh wGwlagen-Grandjean.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio