Chapelioù ar vro
A-benn ar 17 hag an 18 a viz Gwengolo emañ devezhioù ar glad. E-giz boaz 'vo digoret chapelioù d'an dud hag a zo lod deuzouto ha ne vênt ket digoret nemet ur wech ar bloaz, da zevezh ar pardon. Benjamin Bouard zo bet o vizitañ teir chapel :
- chapel Sant-Kom e Sant-Vig, asambles gant Lan Kabiten ha Yann-Youenn Larour
- chapel Sant-Seleia e Brieg, asambles gant René Pétillon
- chapel Kilinenn e Landrevarzeg, asambles gant Daniel Kernalegenn