àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Splann! o sellout a-dost ouzh industriezh ar produiñ metan

Splann! o sellout a-dost ouzh industriezh ar produiñ metan

Deuet zo maez un enklask nevez gant Splann !

Tri enklask bras zo bet graet gant ar media enklask dizalc'h en linenn. Studiet o deus bet a-dost kudenn saotradur an aer en Breizh gant an amoniak, hini ar feurmioù-uzin, ha troioù fall ar stal Iberdrola en Amazonia hag e Mec'hiko. Ar wezh-mañ eo bet ar skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed o klask goût hiroc'h war filierenn ar produiñ metan e Breizh, ar metanaat, pe ar metanizañ.

Gwenvael Delanoe zo unan deus ar re o deus kemeret perzh ba'n enklask-mañ. Lâret a ra da Dunvezh Gwlagen-Grandjean petra zo kaoz zo bet choazet gante labourat war ar sujed-se en dro-mañ...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio