Pourmenadenn a-enep kresk ar veingleuz e Tregorn
Disul da vintin e oa aozet ur bourmenadenn un tamm ispisial e Tregorn, e-kichen Groñvel… Aozet e oa gant ar strollad « Réfrac’terres », enep ma yafe war gresk ar veingleuz e-kichen ar gêriadenn. Ar vein-gleuz a zo staliet e Tregorn evit dastum andalousite gant an embregerezh Imery ha faot a ra d'an embregerezh sevel un toull all evit tennañ andalousite ouzhpenn.
Evit « Réfrac’terres » eh eus ur bochad saotradurioù savet gant ar labourioù-se… Ur saotradur en dour, en douar hag ivez ur saotradur get ar goulo a servij da skleriañ ar lec’h, pezh n’eo ket mat evit an amprevaned. Pezh a sav kudennoù evit buhez ar gêriadenn, ha buhez an dud… Selaomp Jean-Daniel Bourdonnay, eus Réfrac'terres.
Un atersadenn gant Yuna Kojan