Tost echuet eo ar Grand Egyptian Museum !
Grand Egiptian Museum, ar Mirdi Ejiptad Meur a zo unan deus raktresoù sevenadurel brudetañ ar bed. Ha tost echuet eo !
Ar maen kentañ a oa bet lakaet ugent vloaz zo dirak piramidoù Gizeh e Kaero. Ampellaet eo bet an digoradur met barzh ar fin emañ al labourioù oc’h echuiñ. E miz Du e tigoro sañset, a-benn daou viz ac'hann, hag e vo ar mirdi arkeologour brasañ er bed arbenniget war ur sevenadur. Ur mirdi bras divent pemp kant mil metrad karrez evit renkañ kant mil tra deus ejipt an henamzer, en o mesk teñzor Touthankamon. Selaouomp Pêrig Brihaye, arkeologour, bet ejiptolog anezhañ.
Un atersadenn gant Anton Burel.