500 manifestour a enep d'ar c'hraou moc'h bras divent 'ba Landunvez
Ur mell stal da sevel moc'h eo an Avel vor 'ba Landunvez. Dalc'het eo gant Filip Bizien 'zo 'ba penn komite Breizh ar sevel moc'h, prezidant Evalor, ur stal metanaat, ha prezidant evel Up 'zo ur c'hooperativ lec'h 'zo bodet 1000 saver moc'h. E 2016 'oa bet kresket ar c'hraoù moc'h... evit degemer beket 12 000 pemoc'h war un dro e lec'h 9000 betegen... ha produiñ beket 12 000 pemoc'h da lardañ bep bloaz. En desped da alioù a enep 'oa roet a enep da reiñ an aotre da sevel ar stal se ha da ali an enklask foran 'noa gellet Filip Bizien kreskiñ e atant. Div wech eo bet torret an aotre gant al lez-varn melestradurel: e 2019 hag e 2021. Met en desped d'an div varnadenn e c'hall sevel ur bern loened 300 eus ar bourk ha eus ur skol. Efedoù 'zo war an en-dro sur deoc'h: kaset amoniak d'an aer, soatret ar gwazhioù dour a ya betek ar mor... Aozet 'oa ar vanifestadeg gant ar gevredigezh lec'hel a stourm a enep ma 'vo kadarnaet kresk an atant: association pour la protection de la côte des légendes... Met 'pezh 'zo bet diskouezhet gant ar vanifesterien eo soutenet kousto pe gousto Filip Bizien gant ar Stad hag ar prefed... War blas 'oa Erwan Blanchard... Setu 'pezh a lar deomp Jil Kilevere ha Jean-Luc Bleunven, bet peizanted o daou... Hga er fin 'vo klevet Guillaume Roue, bet saver moc'h, hag evit poent prezidant an IMS, ar gevredigezh bedel da souten ar produiñ kig.