Keleier 8e30 beure d'an 31 a viz Eost
War c'hlasaat e ya Menez Are en-dro!
E-kerzh an hañv 'zo aet 6000 devezh arat a lanneier gant an tanioù gwall. Met e komañs plant ha gwez 'zo da greskiñ en dro. Gant Bernez Jezekel, ezel eus Breizh. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Hervez aktourien ar brezhoneg 'vo ret stourm muioc'h evit hor yezh!
Labour 'zo da gas hervez Tangi Louarn eus Kevre Breizh, daouast ma oa bet skrivet ur c'helc'hlizher, warlene, da wareziñ ar c'helenn dre soubidigezh gant ar ministr kentañ. Met n'eo ket awalc'h evit kas ar brezhoneg da vont war raok. Gant Tangi Louarn. Ur pennad-kaoz gant Tunvez Wlegen-Granjean.
Kinniget eo ar c'heleier mañ gant Erwan Blanchard.