àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Lun 29 a viz Eost

Avel em fenn - Lun 29 a viz Eost

E abadenn gentañ sezon gentañ Avel em fenn e c'hallfet klevañ ar gronikenn Ur blantenn, un istor, gant Isabelle Regnault o kontañ deus al linad, ur reportaj 'ba Tremargad kerzh ur staj kan ha diskan, Keleier ar vro, lodenn gentañ Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar meskl dour dous, ur spesad bresk na vez kavet kalz ken. Pierrick Pustoc'h deus Breizh bev a zispleg e peseurt stêr veint kavet c'hoazh ha perak eo ret ma vefe uhel kalite an dour evite. Hag ar gronikenn Dastum savet evit 50 vloaz ar gevredigezh : buhez Katrin Korvelleg a zo kontet deomp gant Nolwenn Falezan.

Sonerezh : Komodor, A-wa, L'epée, Snaped Ankles

 

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio