àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar merc'her 17 a viz Eost 2022

Keleier ar vro d'ar merc'her 17 a viz Eost 2022

Raktres an uzin eoged e Plouizi : goulennoù e-keñver implij an dour

 

Gant ar sec'hder e vez lakaet war wel kudenn an dour hag e implij. Goulenn a ra ar prefetioù gant an anezidi diwall evit mirout an dour. Met petra nevez evit ar raktresoù a za neuzen ? Ar gevredigezh Dourioù Gouez a stourm enep ar raktres-se. 

Gael Roblin, ezel ar gevredigezh ha kuzulier-kêr e Gwengamp a oa doc'h mikro Anton Burel. 

 

 

Ur brezegenn war ar stourm enep an nukleel er bleadoù 1970

 

Bep blez e vez kinniget e-pad an hañv un heuliad prezegennoù gant Ti Bae Gwaien. Ar brezegenn gentañ a vo diàr-benn an nukleel. Un diskouezadeg poltridi diàr-benn stourm Plogoñ a zo e Ti Bae Gwaien an hañvezh-mañ.

Jean Moalig, ag ar gevredigezh "Memor Stourm Plogoñ" a oa doc'h mikro Tunvezh Gloagen-Grandjean.

 

 

Keleier ar vro d'ar merc'her 17 a viz Eost 2022 kinniget deoc'h gant Yuna Kojan.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio