O labourat emañ ar gevredigezh Solidarité Internationale evit ma vo dour mat da evañ d’an holl er bed
An dour zo ur sujed a-bouez… Dreist-holl er mare-mañ kar mankoud a ra dour e Breizh. E 2022 c’hoazh, n’eo ket digor an dour da razh an dud. Er bed a-bezh e douar-veur Africa pe Ameriak da skouer, eh eus tud ne c’hall ket evañ dour naet. O labourat ema ar gevredigezh Solidrité internationale evit ma vehe digor an dour d’an holl er bed, hag e Bro C’hall ivez. Savet eo bet get ar gevredigezh ur stal dour. Se zo ur sistem a c’hell kas dour digoust ha naet d’an dud.
Sleaomp Michel Levert, ezel ar gevredigezh. Ur stand en doe ar gevredigezh e Fetsival etrekeltiek an Oriant evit kizidikaat an dud, get o stal dour justwalc’h.
Ar gevredigezh Solidarité Internationale neus savet ur webdoc àr inyernet ivez, evit kizidikaat an dud àr an dour… Hag ivez evit sikouezh petra vez groet e Bro C’hall get ar gevredigezh. Anvet eo « De vos propres yeux ».