àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An objedoù kozh diskouezet e Pleuwigner

An objedoù kozh diskouezet e Pleuwigner

Setu un diskouezhadeg dreist-ordinal… Ur mirdi berrbad a zo bet staliet e Pleuwigner, da lakaat àr wel traoù ordinal, met kozh… ha meur a dra a zo ! Pellgomzoù kozh, dilhadoù hengounnel, èl bout ivez traoù veze kavet en ti pe er labour. Razh an traoù-se zo bet kaset get an dud ! Da lâret eo ar gevredigezh « Pluvigner Patrimoine » neus galvet an dud da gas traoù ankouaet er grignol.. Hag an dud o deus kavet ur bochad danvezioù!

 

Ide ar mirdi-se eo lakaat àr wel an traoù-se me tivez o istoerioù… Deomp d’ober un dro en diskouezhadeg get Daniel Carré, ezel ar gevredigezh Pluvigner Patrimoine.

 

Troiad an diskouezhadeg-se zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan.. Met chom a ra ur bochad traoù da zizoloeiñ ur seurt ! Ar mirdi zo digor betag an 18 a viz Gwenoloñ, d’ar yaou hag d’ar sadorn, d’enderv adal 2e. An dud a c’hell kas o zraoù c’hoazh ! N'eus nemet ur reolenn evit ar mirdi : nompass kaout re a zanvezoù a zo ar memestra, evit kaout liesseurted a draoù !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio