àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Stone Breizh

Stone Breizh

Moarvat 'peus bet klevet komz deus Traoñienn ar Sent ba kreiz Breizh met marteze a-walc'h 'peus ket klevet komz c'hoazh deus Stone Breizh, ar raktres sevel ba Karaez ur c'hrommlec'h ledanoc'h evit hini Stonehenge ! Dek deiz zo oa arriet kentañ maen-hir, kentañ peulvan StoneBreizh war dosenn Penn ar Roz, chareet war ur c'hamion ha degaset betek ur savenn douar. Disul e vo savet en e-sav a-nerzh brec'h ! Un daou-c'hant den bennaket a vo afer da sachañ war ar gordenn !

En amzer da zont e c'hallfe Stone Breizh dont da vezañ ul lec'h souezhus, « ur grouidigezh diwar an amzer dremenet » hervez e grouerien, « ul lec'h speredel da zegemer tantad gouel Yann pe c'hoazh da lidañ an identelezh vreizhek » !

Edouard ar Skañv zo kazel-ha-kazel gant Fulup Abjean, krouer Traoñienn ar Sent, e-barzh an avañtur-se. Konto 'ra demp hiroc'h ouzh mikro Tomaz Laken.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio