Ag ar greun betag ar votailhad bier
E parrez Saint-Gravé e reter Breizh eh eus ur braserezh bio : La Bambelle. Añse ‘vez kempennet bier, lagoud ha whisky. Bout zo 4 den gopred er braserezh hag int a ra toud a-barzh, labourat an douar ewit lakaat ar greun da greskiñ, betag ar votailhad evaj.
Gwenole Galloudeg hag a zo e penn ar soñj-se neus bet sikour get e dad ewit sevel ar savadurioù hag labourioù zo. Yann-Vades Galloudeg, an tad, a ziskoua deomp toud ar labour a vez groet er braserezh !
Musig :
- Termajik : Deus an dro nevez-amzer
- Silabenn Trio : You ki sont
- Henri Texier : L’ultime danse