àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Serr'Party - gouel ha stourm

Serr'Party - gouel ha stourm

Ur reportaj hir er Serr'Party e ti feurm Kerionvarc'h e Rostren d'ar sadorn 14 a viz Mae. Eno e veze aozet gant ar gompañunezh Les Musiques Têtues ur sonadeg hag ur fest-noz mes ivez un endervezh evit komz deus gwirioù ar beizanted gant ar C'honfederasion Peizant hag an AMAR, ur gevredigezh a ra liammoù etre peizante.ze.d didouar e Brazil ha Bretoned. Etienne Cabaret deus Les Musiques Têtues a vo klevet da gentañ, da c'houde e vo Gweltaz An Intanvn ur peizant yaouank o kontañ deomp penaos 'n eus kavet an daol grenn diwar-benn gwirioù ar beizanted, hag evit echuiñ, Tangi Kazumba, suppleant evit an NUPES e kanton Gwengamp evit dilennadegoù ar Parlamant a zisplego deomp ar gaozeadenn o deus bet ar re o kabaliñ gant ar C'honfederasion Peizant.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio