àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

US Menez Bre Louergad ba Roudourou !

US Menez Bre Louergad ba Roudourou !

US Menez Bre Louergad a vo o c'hoari bolotenn ba'r Roudourou d'ar 15 a viz Mae ! Chañs vras en deus ar c'hlub D2 pa eo bet tennet d'ar sort e-mesk kant eizh klub warn-ugent eus Aodoù-an-Arvor, da geñver un darvoud aozet gant skipailh War-Raok Gwengamp evit ar wech kentañ. « Joue-la comme un pro » a ginnig d'ur c'hlub amateurien c'hoari ur c'hrogad kampionad ba stad ar Roudourou, tre memes mod evel ma ra c'hoarierien a-vicher EAG ! Adverenn a vo roet d'ar c'hoarierien a-raok an abadenn, moaien 'vo dezhe ober gant ar sal-wiskañ hag e vo graet un emvod-kelaouiñ gante a-raok ar c'hrogad. Ha dreist-holl e c'hoarifont war glazenn ar Roudourou hag e-keit-se e vo speaker ofisiel EAG o hopal d'ar publik ! Hag un « derbi » a vo deus ar c'hrogad-se war ar marc'had ! E-tal c'hoarierien Louergad e vo reoù an AS Benac'h, o enebourien douet ! Deomp da doullañ kaoz war letonenn Louergad gant Annie Joliff, a zo daou-ugent vloaz zo o sikour ar c'hlub, ha Telo ar Gag, un deus ar c'hoarierien...

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio