àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Enez Berder : Ehanet eo raktres an ostaleri

Enez Berder : Ehanet eo raktres an ostaleri

Ur stourm bras oa bet enep raktres an embregerezh Giboire àr Enez Berder, e kumun an Arvor-Baden. An embregerezh a faote dezhi sevel un ostaleri kaer àr Berder, get ur poul neuial. An enezenn-se zo prevez... Goude ar stal Loisir Vacances Tourisme hag Yvez Rocher emañstal Giboire ar perc'henn bremañ. Aotreed e oa raktres Giboire get kumunn an Arvor-Baden, get an PLU, steñv lec'hel kempenn kêrioù. Met ar blez paseet 'oa nullet ar PLU get lez-varn melestradurel Roazhon. Giboire en doa diviziet nullañ e raktres neuze. Ar mem lez-varn en deus ehanet an aotre da sevel an ostaleri, ar miz-mañ. Pezh zo un trec'h evit an dud enep an oastaleri e Berder, o deus stourmmet e-pad mizieù ha mizieù, èl Léla Riguidel. An enezenn zo ispisial ur seurt.. Ur raglezenn 'zo pa vez ket ar mor, met pa vez an trec'h n'eo ket posubl kement an hent betag Berder. Studiet 'vo en dro lezennegezh an aotre da sevel an ostaleri get lez varn melestradurel Roazhon a-benn daouzeg miz.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio