Adal dilun e vo aesoc'h monet ha donet da ospital Pondi dre ar bus.
Ingal e vo arsavet eno get ar busoù meret get ar rannvro. Dre ar linenn kirri-boutin kreiznoz-kreisteiz èl m'emañ anvet a ya a Sant Brieg da Wened pe d'an Oriant dre Lodaog, Pondi hag an ospital staliet e pennher Kerio etre an div gêr dewezhañ. Klasket 'zo doujiñ doc'h doberioù ar pratikoù ken liesseurt mad int é implij ar linenn-mañ. Displegadennoù get Gérard Lahellec, aterset get Yaelle ar Mouel.