àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

LE CAPITAL

LE CAPITAL

LE CAPITAL Ur film savet gant : COSTA-GAVRAS (2012) Gant : Gad Elmaleh, Natacha Régnier, Gabriel Byrne. Anavet mat eo Costa-Gavras, dreist-oll a-c'houde Z (1969) ha L'aveu (1970). Nevez so em eus bet tro da weled e ziwezhañ film, Le Capital, just goude un arall, un teulfilm e gwirionez, Khaos e ditl, diwar-benn an enkadenn e Bro-C'hres. Diskoueziñ a ra an teulfilm buhez diaez an dud e Athen hag er vro a-bezh, er bloazioù 2011 ha 2012. Diaez dezhe debriñ, en em lojañ, toemmed o zi, moned d'ar sinema, prenañ ul levr. Ur vuhez pemdezieg pell-pell a-zoc'h ar batimantoù ofisiel lec'h ma vez divizet gant un dornad tud arall izellaad goproù al labourerion ha pañsionoù ar retredidi. Pell-pell a-zoc'h an tier-bank lec'h ma vez c'hoariet gant argant an oll en ur mod amsklaer, kuzh, sinik ha dizonest re a-liez. Da-heul an teulfilm-se hag a daolenn ar vuhez wirion en ur mod didro, setu neuze film Costa-Gavras, Le Capital. Gant an daou film-se, hag e-korf berrig amzer, e welomp an daou du ag an afer, daou du an enkadenn : ar vizer a-hiziw e bro Platon ha Sokratez ha pinvidigezh diroll bankerion vraz ar blanedenn. Netra da weled etre an daou ved-se. E bed an argant e fard an den ken aez ha tra en un avion ispisial evid moned d'en em gleved buan en tu arall ag ar meurvor gant kensorted hañval doutañ, pe evid kavoud e vestrez e Shanghai. Bed ar goproù divuzul, ar stok-opsionoù, ar primoù ouzhpenn. Jackpot al loto, jackpot an Euromilion bemdez pe dost en o sakodoù. Klevet e vez traoù a-sort-se er mediaoù hiziw an deiz, n'eo ket gwir ? Daoust hag-eñv e teskomp un dra bennag na ouiemp ket dija ? Pas kement-se. Gouied a raomp, mui pe vui, pesort buhez a c'hell boud heni an dud-se, kustumet da c'hoari gant an argant, ha pa lâran c'hoari ne farian ket kalz. Rag un c'hoari eo, un c'hoari didruez, gwir eo, mez un c'hoari memestra. Setu kredabl ar mesaj en deus klasket roiñ Costa-Gavras dimp. En o bed emaint, hag etre ar bed-se ha heni an dud ordinel ne dreuz ket kalz a dra. Ar pezh a gont evite eo rastellad ar muiañ ma c'hellont, ha pa lâran rastellad, amañ en em drompan moarvad, rag mar rasteller gant ur rastell, e soñj an dud e heni o zad-kozh pa veze an termen da serriñ ar foenn ha da serriñ pervezh ar pezh a chome war ar prad. Amañ n'eo ket ag ur rastell sort-se e komzan evel-just, pa vez gounidet miliardoù e-korf ur serr-lagad, pa vez debret gant ar bankoù brasoc'h ar bankoù nad int ket bet fur a-walc'h evid talañ douzh lezenn c'harw ar marc'had. Rag etreze n'eo ket tener an traoù naket ! Ne wel Costa-Gavras gwellâdenn ebed en dremmwel. Ne wel dor ebed na fenestr ebed hag a c'hello leuskel un tamm freskter da voned er bed serr-se. Ne dalv ket ar boan gortoz un tamm truez anezhañ douzh ar bed arall leun a dud oblijet da dreuzvevañ dre ziseblanted ar re gentañ. Dàer ebed. Komz dous ebed. An digalon glan. Evel pa vehe war an douar daou rummad tud n'o deus netra d'ober asamblez. Evel pa vehe sunerion-gwad é tennañ o boued a wad ar re arall. Komzit aze a vreudiezh ! Komzit aze a ingalded ! Komzit a frankiz zokén ! Penaoz e c'hell an den boud libr pa ne gav e voued ha boued e vugale nemed e poubellennoù ar ruioù ? Kustum omp da weled ar vankerion evel tud lard, ur sigar gante en o begoù. Kredet en deus Costa-Gavras lakaad Gad Elmaleh, hag a zo un den treud kentoc'h, da gemer lec'h ar banker-se. Hennañ n'eo ket lard enta, mez ken lemm eo e zent evel dent ar re arall, ha lemmoc'h marse c'hoazh. Mez setu aze an dalc'h : daoust ha moian 'vo d'an dud-se, kollet en o bed pinvidig-abominabl, dall ha bouzar douzh trouz ar bed, dihuniñ abred a-walc'h evid parraad douzh an tarzh olleg ? JCLR. 2012/12/20.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio