àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

UNE FAMILLE RESPECTABLE

UNE FAMILLE RESPECTABLE

UNE FAMILLE RESPECTABLE 2012 Savet gant : Massoud Bakhshi. Gant : Babak Hamidian, Mehrdad Sedighian. Ne vank ket a filmourion en Iran. Ur c'hant bennag a filmoù a vez produet eno beb ploaz (evel Une séparation, savet gant Asqhar Farhadi e 2011). N'o gwelomp ket oll, ar filmoù-se, mez setu unan ouzhpenn a dalv boud gweled, unan nad eo ket bet berzet gant ar galloud iranian. Ouzhpenn ur wezh em boa klevet Albert Boché é lâred e oa ar washañ tra boud dindan ur galloud kaset gant ur relijion bennag. Pa oa ar Frañs é roiñ bod d'an ayatollah Khomeyni ha pa oa an oll é hetiñ marw ar Shah en Iran, e soñje-eñv e vehe bet gwazh an traoù goude evid Iraniz. N'anavan ket an Iran a hiziw ha n'em boa ket anavet Iran ar Shah, ar pezh an doa gwraet Albert Boché. Mez n'eo ket sur o deus gounidet Iraniz un dra bennag gant ar republik islamist savet e 1979. Setu ar pezh a welomp gant ar film Une famille respectable, kentañ film Massoud Bakhshi, anavet gant e deulfilmoù hebkén e-raog ar film-mañ. Evel-just n'eo ket respetaduz tamm ebed ar familh-se, hag a vew bremañ en Iran nevez, dindan lezenn ar charia. Gweled a raomp pouez ar relijion war an dud, war ar maouezi dreist-oll. Rag ar maouezi d'an nebeutañ o deus kollet ar frankiz a oa o heni e-raog, evel an droed d'en em wiskañ hervez o c'hoant, da skwer. Gweled a raomp ive pegen breinet ema ar gevredigezh, gant goubrenerezh (korrupsion) ar re a oa é terc'hel ar sugelloù e-raog an dispac'h. Kuriused tra : ar memez re a oui penaoz tennañ o mad hag o madoù ataw, kalz ne vern pesort endro politikel a zegouezh en o bro. Gouest int da asantañ da ne vern pesort stern ideologel ha da ganañ ne vern pesort kanenn nevez, gant ma chomint e tu uhellañ ar ru. Ha mar n'eo ket an tad e vo ar mab. Degas a ra ar film-se soñj dimp a zarvoudoù kozh bremañ, ankouaet gant an dud, moarvad, kement a draoù a rank an den lonkiñ hiziw-an-deiz mar faota dezhañ gouied ar pezh a zegouezh er bed a-bezh. Re a zoereioù a lazh an doereioù hag a luzia spered an den. Komz a ran amañ ag ar brezel en doa lakaet Iran ar revolusion da dalañ douzh arme vodern Irak Saddam Hussein. An Irak eo en doa disklaeriet ar brezel, mez c'hoant Khomeny a oa ive skarzhañ Saddam Hussein evid strewiñ e zispac'h er rannvro a-bezh. Traoù hañval o doa klasket dispac'herion ar Frañs ober ive en o amzer, ha traoù hañval c'hoazh ar pezh o doa klasket ar gomunisted ober pa oa bet diskaret an tsar er Rusi e 1917. Padet en doa ar brezel-se 8 vloaz ; 8 vloaz, da lâred eo an hanter hirroc'h eged ar brezel pewarzeg etre ar Frañs hag an Alamagn. Ouzhpenn ur million a dud, Iraniz hag Irakiz, o doa kollet o buhez e-pad ar brezel-se. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e vez roet kalon d'ar soudarded, dezhe da gavoud kalonegezh da vervel evid ar vro ha doned da voud merzherion. Mervel evid un uhelvennad brasoc'h eged an den, ataw e kav ar pennoù braz en abri e lec'hioù kled ha sur ar pezh a zo da lâred evid kas Yann ha Loeiz da c'hoari gant o buhez war an talbennoù. JCLR. 20130102.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio