àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

J'ENRAGE DE SON ABSENCE

J'ENRAGE DE SON ABSENCE

J'ENRAGE DE SON ABSENCE (1e38) Savet gant : Sandrine Bonnaire (2011) Gant : William Hurt, Alexandra Lamy, Augustin Legrand. Da gentañ rac'h e rin deoc'h amañ steuveñn ar film. Goude boud bet pell a-zoc'h ar vro e-pad deg vloaz, e ta Jakez en-dro da weled e ez-vaouez, Mado, hag a zo addimezet bremañ. Etre Jakez ha Mado e chom marw kriz ur c'hrouadur o doa bet gwezhall asamblez. Pa ziskouez Mado boud eüruz bremañ, e weler hebdale ned a ket hañval tamm ebed evid Jakez. Gouied a raomp pegen kizidig, pegen sañsibl e vez Sandrine Bonnaire ; he lod a boanioù personel he deus bet en he familh. Arabad boud souezhet neuze he gweled é livañ ken pervezh ar mod ma laka an dud o buhezioù da ziaesaad, ha da vreinañ zokén. Ha war-un-dro, penaoz e lakont buhez ar re arall da vreinañ ive. Mado, er film, savet he buhez en-dro gant he gwaz nevez, he deus bet ur bugel arall gantañ, Paol, ur paotrig seizh vloaz. Pa wel Jakez ar paotrig-se e ta soñj dezhañ hag ar paotr kentañ marvet, ha tamm-ha-tamm e ta Paol da voud ken tost doutañ evel an heni na welo ket kén. Pa laosk an den ar binim da voned en e wazhiad ne oui ket penaoz e achuo e draoù. Hag evel-se eh a an traoù gant ar film. Filmoù a-sort-se a ra dimp da weled a-dost dizalbad ar bed a sav peb unan en-dro dezhañ, ur bed bet savet gant helaezh a strivoù evid derc'hel an taol e troioù rust ar vuhez. Mez netra nemed un tamm grozol hag e krog an dud da gammañ. Nawazh, a-benn ar fin, da betra sevel sort filmoù a ziskouez tu teñwel an denion, tu teñwel an denelezh ? En dro dimp e kennig ar vuhez he lod a zarvoudoù kriz ha kaled, mantruz ha dispi. Mechal mar ne vehe ket gwell diskoueziñ hentoù arall d'an dud a-vremañ, sevel ur vuhez arall, digor war un dazont splannoc'h. Ya, a vo lâred din, é hunvreal eh oc'h. Ha gwell e vehe soñjal e vo falloc'h-fall stad ar gevredigezh, ha soñjal ive e vehe ar gwellañ d'ober tennañ e vad ag an amzer é troiñ, daoust ma vo diwar-goust ar re arall, braz ha bihan ? Ur gazetenn a resevan er gêr ha pa vehe e brezhoneg e vehe he hanw an Termen d'Ober. Ha diskoueziñ a ra ar gazetenn-se ar pezh a vez graet e seizh kognel ar bed gant lod evid tennañ an dud d'ar lein kentoc'h eged o sachañ d'an diaz ; evid o broudiñ da voned war-raog kentoc'h e-lec'h chomel da glemm ha da trueziñ d'an amzer. Hiziw-an-deiz hon eus oll ur choaz d'ober. JCLR.20121205.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio