CE QUE LE JOUR DOIT A LA NUIT
CE QUE LE JOUR DOIT A LA NUIT
(2h39)
Ur film savet gant Alexandre ARCADY (2011)
Gant : Nora Arnezeder, Fu'ad Ait Aattou, Anne Parillaud.
Filmoù zo a zegas d'an arvester ar santimant e anav un tammig ar bed a vez roet dezhañ da weled. N'em boa ket anavet ar bed-se, an heni diskouezet amañ, mez klevet komz anezhañ hebkén. Nawazh e oa un tammig ennin dija. Hag an endro istorel-se, honnezh n'helle ket boud heb pouezañ war buhez an dud, ken diaez ma vez d'an den bevañ er-maez ag e amzer.
Istoer ur garantez dibosubl eo ar film braw-mañ, na gaver ket ema hir daoust dezhañ padoud ouzhpenn diw euriad hanter. Ur garantez dibosubl etre Jonas (pe Younès), paotr ar vro, hag Emilie, merc'h Fransizion. Ur vuhez arall digor diragze ha rac'hwizet evid abegoù a vehe kemeret evel abegoù toull hiziw-an-deiz, kredabl, mez abegoù solud a-walc'h er mare-se. Ar garantez abred, heni ar vugaleaj, pa zasson en-dro e kalonoù daou zen yaouank, e deraou o buhez, ar garantez-sen a ziskouez he nerzh ha n'eus ket a voug douti, kàer ober. Kàer ober ya, kàer gwaskañ warni, ataw e chomo ur merk e kalon an heni laosket, an heni losket. Ne lârin ket ar perag deoc'h amañ.
Hi a zeske soniñ gant ar piano e ti moereb Jonas, lec'h ma oa bet degemeret hennañ adal ma oa naw vloaz. Dija he doa tridet e galon eviti, ha gant ur rozenn lakaet e kuzh en he sac'h en doa henn roet dezhi da gompren. Mez troiñ a ra buan ar bloazioù, ha setu dispartiet an daou garedig beteg en em gavoud en-dro, mez en oad. Siwazh, stank e oa ar skoilhoù war o hent.
Un nebeud bloazioù e-raog an eil brezel-bed e krog an istoer, en Aljeri. Ema c'hoazh an trevadenniñ (ar golonizasion), e barr he brud, mez trouzioù zo, sinoù zo a ziskouez ema ar bed é troiñ hag an Istoer braz é labourad an dud. Un Aljeri etre daou ved, heni ar beizanted, ar fellahed, peizanted paour, gwasket gant ar melestradur gall diouzh un tu mez ive, diouzh an tu arall, gant kaïded ar vro. Gwelet e vez ar Fransizion mistri en o domani, mistri onest pe mistri fallagr. Gwelet e vez penaoz e c'hoari darvoudoù ar bed a-bezh war blanedenn ar vro-se, dija, kent ar globalizadur a-vremañ. Gwelet e vez penaoz e vez maget an tonkadoù gant jestoù nad int ket just, jestoù a laka ar c'halonoù da galetaad, leun a ranku enne.
Braw eo an dudennoù en o c'hoari, ha soniñ a ra just peb tra, d'am soñj ataw. Souezhet on bet é weled Anne Parillaud er film-mañ, e kroc'henn ur vourc'hizez hec'h amzer vak, un tammig kollet ha hunvreüz, rag soñj am boa ag he rol leun a feulster er film Nikita, pa oa yaouank c'hoazh. Brased ur c'hontrast, m'hel lâr deoc'h !
Ur livadur eo film Alexandre Arcady, livadur ur gevredigezh war gemmañ, gwallgaset gant turmud ar bed. A-benn ar fin e seblant diaez d'ar pobloù chañch o mod-bevañ ha framm o c'hevredigezh heb moned beteg ar c'hrogadoù, beteg ma vo tud trec'h ha tud trec'het. D'an achuamant e vo boutet ar Fransizion er-maez.
E-korf diw euriad hanter bennag e vez gwelet buhezioù é tremen. Ha buan evel-just. Pa achu ar film e achu ar vuhez ive. Penaoz ober, evid chom heb kaoud keuz goude hon oll zeizioù ? Rag ur film war dem ar c'heuz eo hennañ. Penaoz ober, evid na gaoud keuz, nemed krogiñ e-barzh ar vuhez a zo bet roet dimp, mez heb mankoud an eur ; krogiñ e-barzh evel en un aval chugonuz, pa vez an termen c'hoazh...
JCLR.20121121.