àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

DANS LA MAISON

DANS LA MAISON

DANS LA MAISON Ur film savet gant François OZON 1H41 Komedianed : Fabrice Lucchini, Kristin Scott-Thomas, Emmanuelle Seigner, Ernst Umhauer. Dans la maison, diwezhañ film François Ozon, a c'hell boud santet evel ur film-polis, ha nawazh n'eo ket ur film-polis. War a seblant e vew peb unan en e groc'henn, evel-se ema ar reolenn er bed, na n'ema. Diwar-se, pa faota d'unan bennag tostaad re douzh buhez an dud arall, moned en ho zi, ha tostaad douzh an dud a vew ennañ muioc'h c'hoazh, e c'hell an dra boud dañjeruz, ha dañjeruz evid an oll. Taolenniñ a ra ar film-mañ istoer ur c'helenner galleg, an Aotrou Germain, dipitet-braz gant live izel-mantruz e liseidi, nad int ket gouest da sevel teir frazenn da-heul evid kontiñ o dibennoù-sizhun dre skrid. Neuze, tra souezhuz ebed mar sav bugon en-dro e penn ar c'helenner-se pa remerk pegen braw ha pegen aez e ta ar frazennoù skrivet gant unan ag e skolidi, Claude Garcia e hanw. Danvez ur skrivagner zo gant hennezh, santoud a ra hon kelenner an dra-se. Parfed eo aze Fabrice Lucchini evel kelenner etre daou ved, heni ar realded hag heni an hunvreoù. Siwazh, siwazh, n'eo ket splann c'hoantoù ar paotr yaouank Claude. Ur c'hamarad-skol en deus, ur lisead arall daet da voud e gamarad evel pa vehe bet tennet d'ar sord, rag n'eo ket hañval tamm ebed hon daou ganfard, e mod ebed : n'eus ket netra kumun etreze ! Ar pezh a zedenn Claude zo ti an arall. Pas ar savadur hebkén, mez an ti gant e diegezh : an ti gant an dud hag o buhez en ti-se. Ha setu skoet ar soñj en e benn moned e-barzh an ti-se, digoriñ an nor anezhañ, gweled penaoz e vew peb unan e-barzh : e vignon evel-rezon, mez ive an tad, ha dreist-oll ar vamm c'hoazh&ha kontiñ an traoù dre ar munud d'e gelenner goude-se. Pa vehe bet sklaer an traoù e penn ar c'helenner ive e vehe bet lakaet un arrest d'an avañtur, ha buan a-walc'h, ar pezh he doa kenniget e vaouez dezhañ. Rag en tu arall ag ar limit e yae ar lisead, war un dachenn riskluz-braz. Mez tapet e vez peb unan gant e ziaouled, petra 'faot deoc'h ! Rag a zeiz da zeiz e tegase Claude ur bajennad d'e gelenner, ur bajennad hag a achue ataw gant ar memez gerioù : à suivre, da voud kendalc'het. Adal ar penn-kentañ e vez sachet evezh ar sellerion gant itrik ar film-se, leun a fent ouzhpenn-se : gwir eo, p'en em gavomp gant Fabrice Lucchini, ne vezomp ket pell a-zoc'h ar fent hag an c'hoarzh. Douget eo ar film ive, ha douget braw, gant kened Kristin Scott-Thomas ha chalm Emmanuelle Seigner. Ernst Umhauer, e rol ur lisead-skrivagner, a ziskouez boud ur c'homedian ag an dibab, bet gwelet e ouzhpenn ur film dija. Gant Dans la maison ema daet François Ozon da benn ag un taol-kàer, a dra sur. JCLR.2012/11/07.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio