àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Abadenn ar Yaou 17 a viz Meurzh

Abadenn ar Yaou 17 a viz Meurzh

"Al lazhkenelioù, un tabou e Frañs" setu anv ar c'hollok a vo dalc'het a benn Disadorn vitin en UBS. E-leizh a dud e Breizh o deus soñj ag an trauma bet lezet get ar feulsterioù bet bevet gete pe get o zud, kuit dehe da gomz brezhoneg pe gallaoueg er skol. Ar vitez-koad staget doc'h ar vugale a evit roiñ mezh dehe a zo chomet èl ur verk ruz. Ar "symbol" a vez graet ag an dra-se hiriv. Muioc'h da glevet get Rozenn Milin he deus studiet an afer e Breizh hag e Senegal, b'an enrolladenn a-us. Respont ur bochad medisined da dristidigezh don ar bratikoù a zo roiñ louzoù evit aesaat an traoù. Hrewez Gael Pedron, e c'hell monet un tammig re bell gweave. Muioc'h geti er gronikenn yec'hed! Kenderc'hel 'ra ar welladenn asambl get Jean-Paul Rolland hiriv e kreiz-ker Gwengamp. Ar blasenn ar blomenn eh eus un ti get sternioù koed ag ar bemzekvet kantved, biskoazh kement-arall! Pennad-kaoz ar sizhun get Tomaz Laken (RKB) B'an abadenn-mañ e adkavehet ivez Keleier ar vro hag ar bed get Tunvezh Wloeguen Grandjean (Radio Kerne) ha kronikenn Ur blantenn, un istor kaset get Florie Thielin!

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio