àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Abadenn ar Gwener 4 a viz Meurzh

Abadenn ar Gwener 4 a viz Meurzh

En abadenn-mañ e oa Florie Thielin, stajiadez e brezhoneg e RKB ganeomp. Kinniget he deus he c'hronikenn nevez : Ur blantenn, un istor. Ar gronikenn gentañ a zo gant Pierre-Yves Panse, diwar-benn ar gwinizh poulard. Klevet 'vo ivez un atersadennig gant Morgane Lefebvre deus Telenn, Ti ar Vro Sant-Brieg, war penn komañs Mizvezh ar brezhoneg. Un atersadenn verr ivez gant Chrisitan ar Meut deus an Henbont diwar-benn un dastumadeg evit repuidi bro Oukraina gant a gevredigezh Solidarité Exilés Hennebont. Ar gronikenn Barzhaz a gont deus al levr Lizig ar briñsezig. Ha klevet 'vo lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun gant Kristof Gwillou o tispleg deomp raktres ar pont himalayenne e Sant Inan. Sonerezh : Bonga, Annie Ebrel, Los Silvertones, Yann-Fañch Kemener, Balthazar Montanaro, La Yegros.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio