àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gislaine Trividic, seramist er Gros-Chêne, Pondi

Gislaine Trividic, seramist er Gros-Chêne, Pondi

Ur c'hlasad tud yaouank ag ar lise Gros-Chêne a Bondi en deus savet un totem bras, tri metrad a uheldet, da lakaat e porzh ar lise. Ewit kas ar soñj-se da benn a zo bet un dornad tud o labourat asambl. Da gomañs, Camille Martel ag en asosiasion L'Art Dans Les Chapelles 'deus kenniget d'ar seramist Gislaine Trividic labourat get an dud ag ar lise. Pep paotr ha plac'h 'neus savet un tamm ag an totem get pri, livet o deus o zamm pri ha lakaet o deus toud an traoù da boazhañ a-barzh ur forn o deus krouet-int get sikour Christophe Courtin, o c'helenner, hag ar seramist Philipe Boivin. Gislaine Trividic zo genoump hiri, ewit kojal ag ar vicher seramist hag ivez ag ar labour kaset get an dud yaouank. An totem savet get liseidi Gros-Chêne a c'hellit mont da welet e porzh ar lise adal ar 1ãn a viz Ebrel, ha labour Gislaine Trividic 'c'hellit gwelet àr internet peotamant e mediaoueg Pondi d'an 17 a viz meurzh.

Amañ ha pelloc'h

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio