Abadenn ar gwener 14 a viz Genver
An Dry January pe miz Genver divoeson a zo ur prantad ma vez kinniget d'an dud paouez gant ar voeson. Rene Gwern deus ospital Bear, Maï deus tavarn ar Flambard ha Brendan a heul ar miz Genver divoeson a lâr deomp o soñj.
Ha lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun gant Strollad Kallag hag o abadenn nevez flamm, Artichoed ar Maharadja. Hag un atersadenn gant Yael ar Mouel, diwar-benn abadenn diwezhañ Gilles Servat, A gorges déployées.
Kronikenn Barzhaz : Al levr Farenheit 451
Sonerezh : Keyvan Cheminari, Kanazo Orchestra, Moonlight Benjamin