àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadegoù e Breizh. Fulor an dud implijet 'giz AESH e Brest

Manifestadegoù e Breizh. Fulor an dud implijet 'giz AESH e Brest

Unan eus an temoù pennañ ar manifestadegoù 'zo 'bet 'ba Breizh ha Bro-C'hall 'oa goulenn ma 'vo kresket ar goproù. Skornet eo "indis" ur bern micherioù 'bar servijoù publik ha kement se 'baoe bloavezhioù. Gant ul lodenn eus implijidi an deskadurezh stad ya ur smic bep miz, war dro 1200 euro, 'p'o deus ar chañs da gaout ur plas labour leun amzer. Setu pezh a c'hoarvez gant ul lodenn eus an dud 'zo implijet 'giz AESH. Ganto 'vez graet war dro ar vugale 'neunt diaezamantoù 'vit deskiñ. Ar santimant o deus bout dismeganset gant o hierarkiezh hag an deskadurezh stad. N'int ket paeet mat. Hag an dra se 'zo efedoù war o buhez bemdez 'vel 'pezh he deus kontet Violaine da Erwan Blanchard. Violaine 'zo AESH 'ba bro Brest. Hag hudu eo etre 1000 ha 1500 a dud 'oa o vanifestiñ 'ba Brest. Tud a bep seurt micherioù 'oa 'ba kreiz kêr Vrest: micherourien an arsanailh, implijid bed ar vetallerezh, kelennerien ha kement 'zo.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio