Lincoln
LINCOLN
Ur film savet gant : Steven SPIELBERG (2013)
Gant : Daniel Day-Lewis, Sally Field.
Da beb termen hag e peb bro e sav tud a-dreist d'ar re arall, tud gouest da ziskloumiñ problemoù pa vez kollet o c'hempredidi gant ar problemoù-se. An dud-se a wel sklaer, int a wel dre besort hent e vehe daw d'o bro moned, d'o bro, da lâred eo d'ar boblañs, d'an dud a ra ar vro-se. Ha gouied a raomp pegen diaez e vez renañ ur vro vodern, ha diaesoc'h c'hoazh ur vro demokratel. Dindan an diktatouriezh e rank an dud plegañ douzh lezenn c'harw an heni pe ar re o deus tapet sugelloù ar galloud evite, evid o hunvre, a pa vehe an hunvre-se an heni sotañ-rac'h. Er broioù demokratel e rank an heni a zo bet lakaet e penn gouied c'hoari gant an nerzhioù dishañval a red er vro. Ne vez ket aez ataw. Amzer a vank a-liez. Ha pa vez malluz kavoud an diskloum a vez an dud é c'hortoz, e rank an den lakaad toud e speredegezh en afer, diaez dezhañ kousked hag en em zistag diouzh ar problem, mard eo onest ha mar goui petra eo ar respontegezh d'an nebeutañ. Ha nawazh e rank an den-se gouied en em dennañ ive ag an turmud olleg, en em lakaad uhelloc'h eged ar pezh a soñj an oll guzulierion a fich en-dro dezhañ, evid ar mad sañset, mez pas ataw.
Setu ar pezh a ziskouez film Steven Spielberg dimp dre daolenniñ amañ buhez Abraham Lincoln. N'eo ket buhez Lincoln en he bezh, e gwirionez, mez ar miziadoù-stourm a ziboukas war torridigezh ar sklaverezh er Stadoù Unanet, e penn kentañ ar bloaz 1865. Mez distroomp un tammig war an Istor.
E 1860 e oa bet dilennet Abraham Lincoln da c'hwezegved prezidant Stadoù an Unvaniezh. Kazimant diouzhtu e oa kroget ar brezel-distag, ar Brezel Digevrediñ, gant 7 stad ag ar sud ha gant 4 arall goude-se, 11 en oll : ar Stadoù Kengevredet. Ha perag ? Abalamour ma oa ar Republikaned eneb d'ar sklavaj (ha boud e oa Lincoln ur Republikan). Mez ne faote ket da Lincoln leuskel ar vro da voud dispartiet, ha talañ a reas douzh ar Sudisted dre implij ar galloudoù braz a oa bet fiziet ennañ abalamour d'ar brezel. Da-geñver e varc'had kentañ, e
1863, e oa bet frankizet ar sklaved gantañ. Mez evid e eil marc'had e faote dezhañ lakaad an dilennidi da sinañ an 13ved amantamant, an heni a dorrehe da vad ar sklaverezh er Stadoù Unanet. Ar pezh a oa bet gwraet, justig-justig, e 1865. Degas a ran soñj deoc'h e oa bet torret ar sklaverezh gant an Dispac'h Gall e 1794, mez permetet e oa bet en-dro gant Napoleon e
1802. Ha daw e oa bet gortoz 1848 evid berzañ ar sklaverezh da vad e Frañs, 17 vloaz kent en
Amerik enta.
Ur film arall, a c'hell an dud gweled an deizioù-mañ ive, heni Quentin Tarantino, Django Unchained, da lâred eo Django digabestr, a zegas un tamm sklaerizion war buhez ar sklaved er Mississippi pe en Indiana daou vloaz e-raog ar Brezel Digevrediñ. Daoust da Darantino boud lakaet fent ha faltazi en e senario, n'eo ket maez ag ar wirionez ar pezh a c'hellomp gweled pe divinoud a-dreñv ar romant. Tud degemeret evel loened, pe gwazh eged loened zokén, gwerzhet, prenet ha dalc'het didruez dindan ar wask. Interesuz gweled ive penaoz e yae lod ag ar sklaved-se a-du gant o mistri, diwar goust o breuder dalc'het evelte.
Setu aze daou film klokamantel, a ro dimp da gompren penaoz e oa daet an Amerik da lakaad en he bonreizh, en he c'honstitusion, e oa sitoaianed ar vro tud kevatal o droedoù, kalz ne vern liw o c'hroc'henn, o relijion pe o modoù da soñjal ha da vevañ. Setu war ar paper d'an nebeutañ. Evid ar pezh a sell douzh gwirionded an afer er vuhez pemdezieg e chom hent d'ober c'hoazh, me ' gred...
Setu toud evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel....
JCLR.20130227.