Abadenn ar meurzh 11 a viz Genver
Ar gronikenn A-ramp war gomz gant Yann-Ber Piriou o kaozeal deus pouez ur yezh e spered an dud ha deus an droidigezh. E fin ar gronikenn e gan un tamm deus barzhoneg kentañ Per Jakez Helias, "Spered an tan".
Un atersadenn da c'houde gant Thomas Nugues deus mikro Morgane Cotten, kontañ 'ra ur veaj emañ o aozañ war vag gant mignoned.
Goude ar frapad keleier gant Tomaz Laken e vo klevet ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret gant Gireg Konan o kontañ deus brezhoneg bro Berroz.
Sonerezh : Sara Tavares, Macha Garhibian, Ukulele Club de Paris, Diouke ha Son of Dave.