àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Reportajoù en inizi Kanarias : E LA GOMERA, SAVETIÑ AR BEIZANTED 'BENN SAVETEIÑ AR C'HOAD

Reportajoù en inizi Kanarias : E LA GOMERA, SAVETIÑ AR BEIZANTED 'BENN SAVETEIÑ AR C'HOAD

Dibiñ boued lec'hel a zeu da vezañ diouzh ar c'hiz e Breizh en-dro, 'giz e lec'h all. Met penaos 'ta dibiñ boued eus ar vro ma n'eus ket peizanted er vro ken, kea ? Setu an diaezamant bras a zo war inizi Kanarias. Ha grevus eo 'vit an endro : war enezenn la Gomera, seul nebeutoc'h a beizanted seul vreskoc'h koad Garac'honaï, ur c'hoad lakaet da « c'hlad bedel an UNESCO ». 'Maoc'h o vont da gompren perak. Ur reportaj kaset da benn gant Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe evit Radio Breizh. E Kanarias, betek-henn, n'eus ket bet lakaet e plas muzul ebet 'vel 'pezh a ginnig Antonio er reportaj. Met memes tra, e hanternoz Bro Spagn eo bet komprenet ar bloaz-mañ pegen pouezus e c'hellfe bezañ : gant Galisia zo bet votet ul lezenn a ro ar gwir d'ar gouarnamant da dapout an tachennoù dilezet, 'vit ma vefent roet da beizanted zo, a-benn kontrolliñ gwelloc'h an tanioù-gwall.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio