àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Reportajoù en inizi Kanarias : UR C'HOAD O VERVEL EN LA GOMERA

Reportajoù en inizi Kanarias : UR C'HOAD O VERVEL EN LA GOMERA

Kaset 'vimp hiziv da Enezenn La Gomera, en inizi Kanarias. Un enezenn sec'h-tout, kaktus e-leizh war vord an hentoù. Heñvel ouzh un dezerzh, pa lârin mat ! Met memestra zo koachet un dra dic'hortoz etre menezioù Garajonay (Garac'honaï) : ur c'hoad. Ur c'hoad gleb ha glas 'giz koadoù Breizh, soñjit 'ta ! Ur c'hoad kozh-noe, koshoc'h eget an denelezh. Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe zo 'vont da gas ac'hanomp dindan delioù « la laurisilva », un teñzor naturel anavezet 'vel « glad bedel an denelezh ». Siwazh e c'hallfe mont da get 'blam da cheñchamant an hin. Anjel n'eo ket an hini nemetañ o vezañ ankeniet gant dazont buhez gouez an enezenn. Ankeniet ivez penn-renerien an tri zakad gouezva broadel all 'zo e Kanarias, 'blam da efedoù cheñchamant an hin. Met herveze, n'eo ket anavezet mat ar gudenn-se gant poblañsoù ar vro, hag e vank arc'hant hag implijidi d'ar gouezvaoù da c'hellout gwareziñ mat plantennoù ha loened ar vro.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio