Reportajoù en inizi Kanarias : ENEZ LA PALMA DINDAN LUDU AR MENEZ TAN
An heuliad reportajoù e Kanarias zo bet savet gant Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe.
Diabaoe daou vizhvezh 'mañ o tislonkañ, diehan, menez-tan La Palma, e inizi gKanarias. Setu 'vit radio Breizh un digarez da sellet pizh ouzh ar pezh 'zo o tremen eno, ha war un dro un digarez d'or anaouedegez gant kevredigezh an inizi-se. 'Hed ar 'zhunvezh neuze 'vo klevet kaoz eus Kanarias er c'heleier, dre reportajoù graet war 'r blas.
Ha hiziv 'vo kroget, evel just, gant ur reportaj war enezenn La Palma, lec'h m'eo bet beuzet muioc'h a daou-vil dervezh-arat ga lava ar menez-tan, ha distrujet muioc'h a 2700 ti. Gant loarell (satelit) Kopernikus eo bet jedet ar sifroù-se.
E keriadennoù 'zo 'vez bac'het an dud ba'r gêr, kuit dezho da alanniñ beteg-re un aezenn vfall.
Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe 'zo bet war 'r blas a-berzh Radio Breizh, 'ba kêrbenn an enezenn : Santa-Cruz-La-Palma. Nebell eus an tan, dindan ar vogot, ha, 'giz 'pezh 'vo klevet ganac'h, e kreiz al ludu !
Dont'ra da vout ur pezh-mel kudenn al ludu war enezenn la Palma : dibaoe un neubeut devezhioù 'mañ o kouezhañ glav er vro, hag an dour kemmesket ga'l ludu e c'hell dont da vout re bounner 'vit toenoù an tiezh, a c'hell kouezhañ en o boul.