àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Abadenn al lun 22 a viz Du

Abadenn al lun 22 a viz Du

Abaoe 2014 e vez niverelaet muioc'h muiañ an darempredoù etre an dud dibaper hag ar prefetioù. Kenurzhierezh ar strolladoù a sikour hag a zegemer ar migranted o deus galvet d'em vodañ dirak prefetioù Breizh evit stourm a-enep d'un situasion start kenañ evit ar re dibaper n'hallont ket ken bezañ en darempred d'un doare denel gant ar servijoù publik. Pierre Beaugendre, ezel deus ar gevredigezh Meskaj, a zegemer migranted yaouank a gont hirorc'h deomp. Hag an harrellerezh a lak ivez bern tud en arvar, 1 bugel war dek a zo taget, dre vras e Bro-C'hall. Ar sizhun tremenet e oa ur prantad kizidikaat e bro Frañs, tamm gentañ pennad kaoz ar sun gant Gregory Evenas, penn kasour ar skolaj lise Diwan e Gwened. Ha kronikennoù beajiñ gant Meriadeg bet e Bro C'hres ha Loeiz Bellek o kontañ deomp muioc'h war ar vuhez war ar blanedenn Meurzh en e gronikenn War hentoù an Antroposen. Hag ar gronikenn 2 vunutenn 'vit kompren gant Morgane Bramoulé a Radio Kerne.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio