àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Stajoù evit komz brezhoneg... er gêr !

Stajoù evit komz brezhoneg... er gêr !

Brezhoneg a hed an deiz a zo bet etre bugale hag o zud, e pad daou zevezh e Menez Are ! Div wezh ar bloaz e vez aozet gant ar gevredigezh KEAV stajoù evit ar familhoù. Ar pal eo ma vo krouet un endro e lec'h m'eo aezetaet d'an dud ha d'o bugale mont e brezhoneg etrezo. Kar alies ne teu ket ar brezhoneg en un doare naturel e diabarzh ar familhoù. E kerzh daou zevezh ha div nozvezh leun, o deus 70 den a bep seurt oad bevet e brezhoneg, e Ti Menez Are e Brasparzh. Maiwenn a oa deuet gant he mab Judikael. Ar staj kentañ deus ar seurt-se a vo en Enez Tudi, e bro Vigoudenn, a-benn an Nevez-Amzer. Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio