àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Linux evit an holl !

00:00 / 00:00

Linux evit an holl !

Rannañ ar vouiegezh ha mont war raog dre c'hras da labour ar re all, setu lod deus priñsipoù ar meziantoù frank. Linux da skouer, a zo an diazez lojisieloù libr ar brudetañ. Krouet oa bet bet e 1991 gant ur studier Finlandad, e anv Linus Torvalds. Gall a ra kemer plas ar sistem eksploatasion Windows war an urzhiaterezhioù PC. Ne vez ket gouezet gant ar pep brasañ, mez e pep lec'h e vez implijet Linux. Sistemoù korvoiñ ar poellgomzerioù Android a zo evit ar pep brasañ deuhouto diazezet war ar graoñell Linux. Ar super kalkulateuroù, a zo urzhiaterezhioù braz tre, a zo hiriv an deiz holl ziazezet war Linux. Mez evit ar pezh a sell an hiniennoù, eo ral tre e vefe graet gant Linux war hon urzhiaterezhioù. D'ober ma vo gwelloc'h anavezet gant an holl, ha da sikour an dud da staliañ Linux, zo strolladoù tud a zo en em savet un tammig e pep lec'h er bed. Ingal e vez aozet emgavioù ganto. Ha disadorn e oa un emgav e Brasparzh, aozet gant « Ordis Libres de l'Arrée », asambles gant « Linux Kemper » ha « Libre à Quimperlé». Permanañsoù a vez dalc'het ingal tre gant ar strolladoù lec'hel Linux - bep sizhun e Kemper, pe bep miz e Kemperle da skouer - e lec'h ma c'hell an nen mont da c'houlenn sikour. Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio