Après mai
APRES MAI
Ur film savet gant : Olivier ASSAYAS.
Frañs 2012, 2e02
Gant : Clément Métayer, Lola Creton, Félix Armand.
Lod a lâro eh a difonn an traoù er film-mañ. Ha gwir eo un tammig. Goude diskoueziñ dimp un tañwa ag an darvoudoù dic'hortoz o doa entanet ar Frañs er bloaz 1968, krogadoù didruez ha bazhadoù garw gant ar polis, e chom ar film da ruzal war ar feson ma o doa ar yaouankizoù-se klasket en em dennañ ag an turmud o doa bevet e-korf ur miz pe ur miz hanter ag o buhez yaouank. Etre 1968 ha 1971 e tremen an traoù dirag hon daoulagad enta.
Mez daw eo dan arvester degemer gant madelezh ive an amzer difonn-se, rag amzer an adsevel e oa. Goude kement a cholori hag a hej-empenn, e oa bet red dan dud kemer amzer evid douarañ en-dro, evid krogiñ er realded hag er realderioù en-dro. Degas a ran soñj deoch ag al luganioù a zue pe a ru(z)e ar murioù dan termen-se : berzet eo berziñ (il est interdit dinterdire), ar plaj dindan ar paver (sous les pavés la plage), goulenn a raomp mistri (nous voulons des maîtres) ha kement a zo. Evel-just, pa skrive ar yaouankizoù e choulennent mistri, ne oant ket é komz a vachomerion, pe a ziktatourion tamm ebed, mez a vistri wirion gouest do lakaad da gompren ar vuhez evid ma vehent bet gouest do zro da soñjal ha da brederiañ o-hunan.
Non ket gwall yaouank kén, ha tro am boa bet da vevañ an deizioù-se e-kostez Gwened. Evid lâred ar wirionez, ne gomprenen ket kalz a dra douzh an traoù. Kanal a raen gant ar ganerion ha dañsal gant an dañserion. Evel-just e oamp akord gant ar studierion a Bariz pa stourment eneb dar CRS-ed, evel-just e santemp e oa traoù da chañch er gevredigezh, evel-just en em gavemp akord gant lod ag ar re a gomze kreñv dan amzer-se. Daniel Cohn-Bendit evel-just, mez Jorj Seguy evit ar CGT, Eugène Descamps evid ar CFDT heb ankouaad Michel Rocard na Mendès-France. Lod ag o luganioù, lod ag o ideioù a blije dimp.
Ar pezh a ziskouez ar film eo penaoz o doa troet an traoù goude an darvoudoù. Rag miz Mae ha miz Mezheven 1968 a oa just e-raog vakañsoù an hañv. Ha gant ar vakañsoù e oa waet an oll studierion den em strewañ en natur. Mez kemmet e oa o mod da weled an traoù hag ar vuhez. Re a draoù a oa bet braset-divraset, meret ha diveret en o speredoù, re a ideioù nevez a oa daet betegze ha kemmet e oa bet a galz o mod simpl da weled ar vuhez. Setu perag e chom pell an dud-se etre daou soñj, kent boud gouest da voned gant un hent, o hent dezhe o-hunan.
Mez bezit sur e kavoch an oll draoù a oa re an amzer binvidig-se e film Olivier Assayas, ar pezh nad eo ket sourprenuz, rag un tamm ag e vuhez bersonel a gont aze : an drammoù ; an dedenn evid filozofiezh ar Reter, Kadmandou hag all ; ar meveriañ (ar méditation mar karit) ; moned da Amsterdam evid diforchañ diwar ur bugel bennag ; an choant da chañch ar gevredigezh, pe en ur mod soft, pe en ur mod tàerroch, hervez anienn peb unan, beteg en em silañ e strolladigoù aktivisted a beb sort. Evel-se e tro an istoer, gwezh buan, mez gwezh goustadig ive. Evel-se e ya an denelezh gant he hent kammigelleg...
Ale, setu evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel&
JCLR.20130213.