àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Stenn 'zo gant produerien laezh 'bar vro!

Stenn 'zo gant produerien laezh 'bar vro!

Fall ar jeu 'vit al labourerien-douar hag ha filierennoù boued ha bevañs 'ba Breizh. Pep lodenn eus al labour-douar 'zo paket gant un enkadenn neuze. Al lazhtioù 'vel re embregerezh Gad 'zo tost da vout serret, 'ba ti Doux n'a ket gwelloc'h an traoù. Gant ar broduerien laezh eo memestra. Abaoe miz Eost tremenet e kollont arc'hant bep miz: n'eo ket uhel awalc'h priz ar mil litrad. Gant ar Sill 'zo roet 314 euro, da skouer, 'pa 'vez goulennet 30 euro ouzhpenn. Se 'zo kaoz 'oa 'nevez 'zo bet ar beizanted o vanifestiñ dirak ar stal 'zo 'ba Plouvien, re all 'oa aet betek ti Rolland 'ba Plouedern. Stenn 'zo war ar broduerien laezh 'neunt amprestoù uhel war o chouk. Met lod anezho 'neunt ket arc'hant awalc'h da baeañ 'nezho. Unan eus disoc'hoù ar stenn mañ eo 'pezh 'zo c'hoarvezet 'ba Kemper dilun paseet: cheu bras gant paotred FDSEA war ar straedoù. 250 000 euro a distruj 'zo bet graet 'ba penngêr Penn-ar-bed. Deomp da selaou displegadennoù Noel Rouz 'zo prezidant produerien laezh ar Sill 'ba Plouvien (n'emañ ket 'ban FDSEA). Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio