Diskouezhadeg da badout 'ba Kastell-Keryann
Goût hiroc'h diwar-benn Kastell-Keryann setu pezh 'felle da renerien 'ra war dro unan eus teñzourioù glad Bro-Leon. Skritelloù e brezhoneg , saozneg ha memes e galleg 'zo lakaet 'vit hentañ an dud 'bar c'hastell. Met da gentañ penn 'zo bet ijinet ur scenografiezh da lakaat diabarzh ar C'hastell war well 'vel n'eo ket bet lakaet gwech ebet. Selaouomp Marie Maudire, 'zo e-karg da sevel an diskouezhadegoù 'ba Kastell Keryann 'zo war barrez Sant-Nouga. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///