àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

BARBARA CARLOTTI "L'amour, l'argent, le vent" (2012) 1/5

BARBARA CARLOTTI "L'amour, l'argent, le vent" (2012) 1/5

He fewarved albom ew L'amour, l'argent, le vent, ha newazh n'ew ket gwall-anavet Barbara Carlotti ged ar publik dre vras. Tamallet vez d'ar re yowank kanal e saosneg, ha ne vez ket klewet ar re a gana e galleg. Daies ew, gwir ew, mes dont a ra Barbara Carlotti da-benn, é voned àr hentow Bertrand Burgalat, Dominique A pe Jean-Louis Murat, perag pas. A-pa oa bihan ema bet luskellet doh piano klassel he mamm ha kanow a Gorsika he sad. Hi deus studiet ar han ba koñservatoar Issy-les-Mouilneaux. Sod ew ged an jazz hag ar musik folk amerikan. Un deiz bennag he deus 'n em laket da sevel he hannenow-hi neuse. Un deiz arall ema bet remerket ged Burgalat, ha grass dehoñ he doa embannet he albom kentañ e 2005, Chansons. A-houde eh eus bet Les lys brisés en 2006, L'idéal, hoariet he deus teatr, raog enrolliñ en-dro. Un disk levesonet ged he boiajow ba Bresil, Japan hag Indes. Ur vouezh mod-kozh, kreñv ha douss-ha-hwerw, ur son folk hag elektro, tost d'ar horf, parfed ewid kontiñ he istoerigow iskis, fallonig, fentus. Lakait ohpenn un duo ged Philippe Katerine, ha prest oh d'he hlewed. C2C "F.U.Y.A." in Tetr4 (2012 . Mercury) ROVER "Aqualist" in Rover (2012 . Cinq7) BOULEVARD DES AIRS "San Clemente (Je voulais vous parler des femmes)" in Paris - Buenos Aires (2011 . Interludes) SHEILA "Et je me passe" in Solide (2012 . WEA) BARBARA CARLOTTI " L'amour, l'argent, le vent" in L'amour, l'argent, le vent (2012 . Atmosphériques) YOUTH LAGOON "July" in The year of hibernation (2011 ; Fat Possum Records) Liammow an deiz : > Barbara Carlotti > Ar label Atmosphériques ha > C2C > Sheila > Youth Lagoon > Boulevard Des Airs > Ar festival Festidreuz ba Fouen
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio