royal affair
ROYAL AFFAIR
Danmark 2012 (2e17)
Ur film savet gant : Nikolaj Arcel.
Gant : Alicia Vikander, Mikkel Boe Folsgaard, Mads Mikkelsen.
Piw e Frañs a anav istoer an Danmark ? Setu amañ ur bajennad ag an istoer-se taolennet diragzimp, ha taolennet kàer. Ouzhpenn-se e komz ag hon istoer-ni ive, daoust m'ema a -bell, peogwir e komz a lod ag ar filozoferion o doa digoret Kantvlead ar Goulaouier, le Siècle des Lumières, da lâred eo an XVIIIved kantvlead, adal marw Loeiz ar XV e Frañs dreist-oll ha beteg an Dispac'h. Hanw a vez a filozoferion evel Voltaire pe Rousseau.
Interesuz eo ar film evid meur a dra. Ur film istorel eo, gant gwiskamantoù an amzer-se. Buhez ar c'hastelloù a blij dimp, hag ataw e vez dizoloet fedoù a laka an den da gompren gwelloc'h-gwell penaoz e yae ar vuhez war-raog e lezoù Europa. Ha boud e oa ag Europa en amzer-se dija, peogwir e veze darempredoù stank a-walc'h etre noblañsoù ar stadoù. Amañ e oa bet kaset merc'h ur familh a uhel-rank a Vro-Saoz da Gopenhag da zimeziñ gant Roue an Danmark, Kristian ar VIIved. Heb d'ar plac'h boud henn gwelet biskoazh. Siwazh, hennañ ne oa ket mad an traoù gantañ en en benn. Ne oa ket sod moarhad, mez ne ziskoueze ket al labour-roue plijañ dezhañ. Hag evel-just e oa tud en-dro dezhañ hag a itrike par ma c'hellent evid ober ar pezh a blije dezhe, en ur c'hortoz kemer e lec'h kentizh ma o dehe gellet.
Tud ag al lez o doa klasket ur medeg, ur medisinour ispisial evid o roue drol. Ne ouient ket e vehe bet an dra-se lakaad un tach en o chaosoù. Rag en em gleved mat a rae ar medisinour hag ar roue, daoust da hennañ boud kuriuz ha dic'hortoz-kàer e soñjoù hag e jestoù. Mez ouzhpenn-se, etre ar rouanez hag an den-se, e oa bet darempredoù a garantez, seul grenvoc'h c'hoazh dre ma oant o daou dedennet hag entanet gant ideioù nevez o amzer. Hag an ideioù-se a veze strewet e Europa a-bezh gant al levroù. Mez noblañsoù an Danmark, d'an termen-se, da lâred eo un ugent vloaz bennag e-raog Dispac'h Braz ar Frañs, ne oant ket prest da zegemer an ideioù nevez-se. Ne oa ket digoretoc'h o speredoù eged re an noblañsoù arall ag an Europ. Ha nawazh, eno eo, er vro vihan-se, e voe lañset ar mod nevez-se da goñseviñ an darempredoù etre an dud : frankiz evid ar journalioù, ur justis reizh, deskamant evid ar bobl, dispartial rol an iliz a-zoc'h rol ar galloud politikel, derc'hel prop ar c'hêrioù ha kant tra c'hoazh. Ne badas ket pell an digoradenn-se, ur bloaziad bennag. Mez ar roue foll-se, na oa ket ken foll-se enta, a lakas e vro da voud ur vodell evid ar broioù arall, ar pobloù arall. Voltaire eñv e-hunan a skrivas dezhañ evid henn gourc'hemenniñ.
Diskoueziñ a ra ar film pesort nerzhioù a zalc'h ar gevredigezh en he flom. Da gentañ personenn sakr ar roue : daoust da Gristian arVIIved boud un den distabil e chom ar roue memestra; ha pa lâr kreñv ema-eñv ar roue e pleg peb unan. Ur sakrilaj, un disakridigezh e vehe bet sevel enebtañ. An eil tra : rol an iliz, hag a ren war an eneioù mez pas hebkén : gouied a ra an dud a iliz tennañ o mad ag o levezon war pennoù braz an noblañs. An noblañs erfin, droed ar marw gante war o feizanted gwelet a-liez evel sklaved, noblañsoù hag a zalc'h krog en o argant hag en o madoù par ma c'hellont. Un dra nen deus ket chañchet kalz a-c'houde, war a seblant. Dalc'homp soñj ag an dud-se o doa roet spi d'ar bobl amzer un herradig : ar roue Kristian ar VIIved, ar Rouanez Karolina Mathilda, ar medisinour Friedrich Struensee.
Nen doa ket padet pell ar splannijenn-se er Vro-Danmark, mez ur skwer e oa bet evid meur a unan, ha dleour omp marse ag ar pezh a oa degouezhet eno, heb gouied dimp. Rag diaez eo moustrañ war an ideioù. Kàer ho po gwaskiñ warne, ataw e redont pe ataw e nijont, evel greun, beteg kavoud an douar da ziwaniñ. Daw eo gouied e oa daet mab ar roue hag ar rouanez da voud roue goude d'e dro, dindan e hanw a Frederik ar VIIved, ha dalc'het kont en doa ag ar pezh o doa klasket e dud ober. Diwar laoù ne za ket c'hwenn&
Setu evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel&
JCLR.20130115.