Ur redadeg evit ar yec'hed e Mahalon
Ar re plijet gant ar sportoù a lak anezhe e kreiz an natur a c'hello , e miz Gwengolo, kemer perzh 'barzh redadegoù a bep seurt e Penn ar Bed. « Redadeg ar Spi » 'ba Tourc'h hag hini « Roc'h ar Menez Are » 'ba 'n Uhelgoat 'vo aozet e kreiz ar miz da skouer. Met an darvoud kentañ, d'an 3 ha d'ar 4 a viz Gwengolo, 'vo aozet er C'hap, 'ba Mahalon. An eizvet « rando-santé pe redadegoù yec'hed » e vo, kemeret e karg gant ar c'humun, 'neus displeget deomp Yvette Croq, a zo eil-vaerez ar barrez.
Emañ eus mikro Anne Gouerou.