Ur chadenn rannvro 'vit Breizh!
O welout ez an niver a brogramoù rannvroel war zigreskiñ-splann, emañ implijidi Frañs 3 o c'houlenn ur wir chadenn tele publik divyezhek e Breizh. Da-geñver ar steuñvenn digreizennañ a vez er vro er mare-mañ e fell d'ar vreizhiz sevel ur chadenn evel Via Stella e Korsika.
Neb a gar a c'hell souten ar raktres-mañ o sinañ ur skrid-goulenn. Kement-mañ a c'heller kavout o klask "Pour une vraie télé publique régionale bilingue en Bretagne".
Muriel ar Morvan, kazetennerez e Frañs 3 'deus roet he santimant da Gatell Uguen.